Fiche technique

Auteur :

Goulc'han Kervella
Genre : JeunesseDate de publication (pays d'origine) : Parution France : 7 novembre 2019

Éditeur :

Embannadurioù al Lanv
ISBN : 978-2916745343

Résumé : « Derc'hent-dec'h e oa bet brevet war ar rod ur soner violoñs. Tamallet e oa bet outañ bezañ kroget gant an dañs ha preizherezh ar paper timbr. Divempret eo bet goude ar marv ha staget pep tamm eus e gorf e pevar c'horn kêr Roazhon. » Diwar an darvoud gwirion-se, kontet gant ar varkizez a Sevigne, en deus Goulc'han Kervella ijinet istor Malo ar soner violoñs. E dibenn miz Here 1675 e oa. Distro e oa an dug de Chaulnes diouzh e dro Vreizh, torret gantañ emsavadeg ar Bonedoù ruz. Malo, soner violoñs yaouank, a gemer perzh e taolioù dispac'h Roazhon, e nevezamzer 1675, a-enep tailhoù nevez ar roue Loeiz XIV war ar paper timbr, al listri staen hag ar butun. A-gevret gant e zous Frida, ha daou vignon ail, Pêrig hag Anna, e tec'h diouzh ar gêr vras evit mont da gavout Sebastian ar Balp, savet e penn ar Bonedoù ruz e kreiz Breizh...